Al Levrig, bodañ nerzh an dud
Bodañ a ra kenvodad Al Levrig tost da zaou-ugent kevredigezh oc’h ober war-dro sevenadur Breizh en Treger ha Goueloù. Krouet eo bet e 1996 evit kas war-raok sevenadur Breizh dre-holl er vro. Kemer a ra perzh Al Levrig e rouedad Breizh ar c’henvodadoù sevenadurel, bodet e-barzh Kuzul Sevenadurel Breizh. Gant ar bloavezhioù eo deuet Al Levrig da vezañ ur vouezh anavezet ha kazi ret d’an endro sevenadurel. War an dachenn e vez o sevel raktresoù lec’hel hag o skoazellañ, da gas war-raok, da vroudañ mennozhioù hag oberennoù nevez bepred evit hon sevenadur.
Ouzhpenn d’al levrig pellgomz ha chomlec’hioù embannet 20 000 skouerenn anezhañ bep pevar bloaz, ec’h aoz Al Levrig abadennoù, devezhioù sevenadurel hag a bep seurt traoù o tennañ da sevenadur Breizh :
- Ur servij kelenn brezhoneg d’an dud deuet,
- Ur greizenn gelaouiñ ha titouriñ war sevenadur Breizh,
- Ar bodad brezhonekaat : broudañ ar brezhoneg er vuhez foran,
- Sikour ha kas war-raok labour an izili : kannadig internet, lec’hienn internet "allevrig.com" ...
- Aliañ strollegezhioù hag aozadurioù lec’hel ha rannvroel, war sevenadur Breizh en Treger-Goueloù,
- Sevel raktresoù sevenadurel da genvodañ an dud : Miz Du, Ti ar Vro Treger-Goueloù, Gouel Erwan, levrig titouriñ war sevenadur Breizh...
|