Kregiñ gant ar yezh hag ar sevenadur
« Broioù ‘zo o deus ur chañs istorel da gaout tachadoù lec’h ma vez implijet c’hoazh ar yezhoù rannvroel. N’int ket un harz da skignadur ar galleg e bro C’hall (...), emskiantek omp bremañ war ur wirionez : koll ur yezh a zo ivez ur c’holl identelezh. »
Claude Hagège, yezhoniour, kelenner e Skolaj bro-C’hall.
>
Kentañ derez : deskoni
Un deskoni d’ar yezh ha d’ar sevenadur breizhad (etre ½ ha 3e dre sizhun) a vez graet gant un nebeud skolioù en bro Dreger. Gellout a ra bezañ skrivet e-barzh raktres ar skol ha bezañ heuliet e-barzh pep klas.
E SONEREZH ha DANSE : skolioù publik e Plufur, Lannuon (Keriaden, Croas-hent), an Treoù, Benac’h, Ploubêr, Lanvelleg, Plougiel, St-Mikel, Ploumilio, Tredez, Plistin, louargat ha Perwenan... Skolioù pervez Gwengamp (st-Leonard ha sant-Dominig). En ur c’hlas-vamm hag en ur c’hlas kentañ-derez evit un deskoni. (listenn diglok).
>
Eil derez : an deskiñ
Ar brezhoneg a zo kinniget adalek ar 6vet, ha evel yezh-bev 2 adalek ar 4re. Skolajoù publik Lannuon, Perros-Gireg, Pleumeur-Bodou, Plouared, Plistin, Pontrew, Pempoull, Gwengamp. E-barzh liseoù publik Lannuon, Treger ha Gwengamp ‘vez kinniget brezhoneg evel yezh_bev 2 ha 3 adalek an eilvet.
An Oaled
14, straed an Ti Kêr
29870 Treglonoù / Tréglonou
Plgz : 02.98.04.07.04
Faks : 02.98.04.45.59
Ti ar C'hoajoù
5, hent an Dachenn Sport
22160 Ar Chapel-Nevez / La Chapelle Neuve
Plgz : 02.96.21.60.31
Faks : 02.96.21.63.66
Ar c'hlasoù divyezhek publik
Petra eo ur c’hlas divyezhek ?
Ur c'hlas e lec'h ma vez implijet ar brezhoneg hag ar gallek en un doare kevatal kement evit ar c'helenn hag evit an eskemmoù. Heuliet e vez ar programmoù ofisiel.
Er skol-vamm e krog an divyezhegezh gant c'hoarioù embregerezh korf, c'hoarioù yezh ? Ar brezhoneg a gemero da c'houde ur plas brasoc'h-brasañ er vuhez pemdeziek hag en eskemmoù. Er c'hentañ-derez e vez desket lenn ha skrivañ e gallek, yezh kentañ an darn vrasañ eus ar vugale skoliataet en hentenn divyezhek. Jedoniezh, istor, douaroniezh, skiantoù a vez kelennet e brezhoneg. Kroget e vez gant al lenn hag ha skrid e brezhoneg adalek ar CE1. Ken barrek e vez ar vugale e brezhoneg hag e gallek e fin CM2.
Kelenn a ra ar skolaer en div yezh er pep brasañ eus hentennoù divyezhzek an deskadurezh katolik. Bez' zo c'hoazh skolioù a ra gant ar sistem "ur yezh-ur skolaer", met nebeutoc'h-nebeutañ a zo anezhe.
>
Skolioù mamm ha kentañ-derez
Skol ar bourk - Ecole du bourg - Cavan
Ecoles maternelle et primaire Saint-Roch - Lannion
E-mail : stroch.lannion@wanadoo.fr
Skol ar Yezhoù / Ecole du bourg - Pabu
Ecole de Picherel - Trégastel
Ecole de Belle-Isle-en-Terre
Ecole de Louargat
Ecole de Morlaix
Ecole de Ploubezre - ouverture septembre 2000
>
Skolajoù
Collège Charles Le Goffic
7, rue Penn ar Stank
22300 Lannuon / Lannion
Plgz : 02.96.37.44.64
Faks : 02.96.35.52.27
Collège Jacques Prévert
58 rue de la Trinité
22200 Gwengamp / Guingamp
Plgz : 02.96.40.14.10
Faks : 02.96.44.08.27
>
Lise
Lycée Félix Le Dantec
rue des Cordiers
22300 Lannuon / Lannion
Plgz : 02.96.05.61.71
Faks : 02.96.37.25.83
>
Evit ar skolioù hag ar skolajoù
Evit kaout titouroù :
Enseignement Langue et Culture Bretonne
Ets Publics Classes primaires
Jean Dominique Robin
Ti Braz
22700 Louaneg / Louannec
Plgz : 02.96.48.01.54
Lec'hienn ofisiel Div Yeh Breizh
Kevredigezh kerent ar skolioù divyezhek
http://www.div-yezh.org
Ar c'hlasoù divyezhek en deskadurezh katolik
Er skol-vamm e grog an divyezhegezh gant c’hoarioù evit deskiñ da fiñval, c’hoarioù yezh, evit mont tamm-ha-tamm war zu ar vuhez pemdeziek hag an eskemmoù e brezhoneg. Er c’hentañ derez, deskiñ skrivañ ha lenn a vez graet e galleg a zo yezh-vamm darn vrasañ ar vugale enskrivet er rann divyezhek. Ar matematik a zo kelennet e Brezhoneg, evel an istor, ar douaroniezh, ar skiantoù... La lennadur hag ar skritur e Brezhoneg a vez graet tamm-ha-tamm adalek ar CE 1. E fin ar CM 2 eo en e aes ar bugel e Brezhoneg kement hag e Galleg.
E-barzh darn vrasañ ar rannoù divyezhek en deskadurezh katolik e vez kelennet div yezh gant ar skolaer pe ar skolaerez. Pennaen « ur c’hlasad, ur skolaer » eo. Bez ez eus c’hoazh koulskoude un nebeud skolioù o vont en-dro gant pennaen « ur yezh, ur skolaer », met ar re-se ‘zo o vont da get. E-barzh klasoù ‘zo ez eus ur sikour pedadogel hanter amzer evit eilañ ar skolaer.
Ecole primaire St-Louis - Ploubezre
Ecole primaire St-Léonard - Guingamp
Ecole primaire Notre-Dame - Tréguier
Ar skolioù DIWAN
E brezhoneg penn-da-benn ?
Skolioù evel ar re all eo skolioù Diwan. Heuliet e vez programm an Deskadurezh Stad ha tremenet ar memes arnodennoù hag ar vugale all enne. Nemet amañ ec'h eo ar vuhez penn-da-benn hag a vez renet e brezhoneg, ha desket al lenn, ar skrivañ hag ar c'hontañ dre ar yezh. Fed a vez graet d'ar brezhoneg evit ma teuy ar vugale da vezañ kat d'ober kenkoulz gantañ ha gant ar galleg. Ar bugel an hini en deus da vezañ divyezhek ha n'eo ket ar skol. Klasket e vez kaout ur gelennadurezh vev evit ma vo digor mat spered ar vugale war an deskiñ hag ar bed.
Kelennet e vez ar galleg adalek ar CE1 ha traoù zo e galleg er CM. Ken barrek e vez ar vugale-mañ hag ar re all en galleg a-benn fin ar CM. Saozneg a vez desket adalek ar 6vet, hag en saozneg un danvez bennak all er 4vet hag en 3vet. Da skouer e vez kelennet skiant "korf an den" en saozneg en dried (trede). Alamaneg ha kastilhaneg a vez graet adalek ar 4ved. Da skoazellañ kelenn ar yezhoù e vez beajet d'ar broioù estren ha degemeret e vez o mignoned tramor ken alies all.
Evit tud Diwan, n'eo ket trawalc'h kelenn ur yezh evit he gouzout. Gwell eo bevañ ar yezh ha deskiñ drezi
Lec'hienn Diwan Breizh
http://www.diwanbreizh.org
>
Skolioù mamm ha kentañ-derez
Skol Diwan Gwengamp - Guingamp
Skol Diwan Pempoull - Paimpol
Skol Diwan Montroulez - Morlaix
Skol Diwan Lannuon - Lannion
E-mail : diwanlannion@wanadoo.fr
Lec'hienn : http://www.diwanlannuon.net
>
Skolaj
Skolaj Diwan Bro-Dreger - Plésidy
http://www.skolajtreger.org
>
Lise
Lise Diwan
Kerampuilh
29270 Carhaix
Kudennoù etre kerent ha bugale
N’on ket brezhonegerez, ma gwaz kenebeud...diaes e vo evit ar bugel !
Met nann ! Ha gouzout a rit ez eus, e-barzh muioc’h eget hanter familhoù Diwan, kerent ebet a gomz brezhoneg ? N’eo ket un namm evit ar vugale. Bugale ‘zo a zesk mat tre, buan tre zoken. Ezhomm o deus santout int douget gant o zud. Marteze fello deoc’h deskiñ ? N’omp morse re gozh evit kregiñ. Kaout ur familh brezhonerez pe get ne cheñch ket kalz a dra evit ar bugel rak eo e brezhoneg penn-da-benn ar skol.
>
Kevredigezhioù kerent ha skoazell
Div Yezh Bro Lannuon
Association des Parents d'Elèves des Ecoles Bilingues
APEEB - Kerent ar Vugale - Pabu
yves.dano@educagri.fr
Association des parents d'élèves (APEL) - Tréguier
Association des parents d'élèves de l'école publique - Ploumilliau
Harpañ Diwan e Perroz - Perros-Guirec
AEP Skol Diwan et le Comité de Soutien / Skoazell Diwan Gwengamp - Guingamp
AEP Skol Diwan et Skoazell Diwan Lannuon - Lannion
AEP Skol Diwan et Skoazell Diwan Pempoull - Paimpol
AEP Diwan et Skoazell Diwan Montroulez - Morlaix
AEP Ecole Saint-Léonard
Skoazell Diwan Ploubêr - Ploubezre
Skoazell Skolaj Diwan Bro-Dreger - Plésidy
Groupement Parents d'Elèves - Coatréven
Bezañ kelenner divyezhek
Kelennerien divyezhek barrek zo ezhomm da gaout er rummadoù divyezhek. Dibabit ur stummadur, KSDS a sikouro ac'hanoc'h.
Ur gengevredigezh ez eo KSDS, bet savet gant Diwan, Dihun hag Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, Degas skoazell d'ar gelennerien en o stummadur war ar brezhoneg eo pal KSDS. Harpet eo KSDS gant Kuzul-meur Penn-ar-Bed ha Kuzul-meur Aodoù-an-Arvor.
KSDS
(Kreizenn Stumañ an Danvez-Skolaerien)
>
Chomlec'hioù pouezus
Diwan
(Rann ar C'helenn)
ZA Sant-Ernel
29800 Landerne / Landerneau
02.98.21.34.95
UGB
(Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg)
An Douarenn
21, straed an tier-Barn
56000 Gwened / Vannes
Dihun
72, straed Texier-la-Houlle
56000 Gwened / Vannes
02.97.46.53.51
Inspection d'Académie du Finistère
1, bd. du Finistère
29000 Kemper / Quimper
02.98.52.46.00
Inspection d'Académie des Côtes-d'Armor
BP 2369
22023 Sant-Brieg Cédex / Saint-Brieuc
02.96.60.70.10
IUFM de Bretagne
BP 4502
1, rue Théodule Ribot
22045 Sant-Brieg Cédex / Saint-Brieuc
02.96.33.17.89
Kelenn (Kreizenn-stummañ Diwan)
18, straed Salengro
29000 Kemper / Quimper
02.98.64.42.60
CFP Saint-Yves
Le Vincin
56110 Arradon
CNED (centre national d'enseignement à distance)
3, allée Antonio Machado
31100 Tolosa / Toulouse
02.62.11.88.00
DIV YEZH - APEEB
2 ter Straed Rosa Le Henaff
22110 Rostren / Rostronen
Plgz / Faks : 02.96.29.23.33
Site officiel : http://www.div-yezh.org
TES
(Ti-Embann ar Skolioù Brezhonek)
31, rue Brizeux
22000 St Brieg / St Brieuc
Plgz : 02.96.68.14.50
Faks : 02.96.68.14.52
Cercle Culturel de Langue Bretonne
7, Place du Dossen
29600 Montroulez / Morlaix
02.98.88.09.94 |