Deskadurezh
Kentelioù noz
Lennegezh
Anvioù
C'hoariva
Ar radioioù
Web-TV
Ar Bodad Brezhonekaat
Li@mmoù



 

 

 

 


AR BREZHONEG HAG AR GARANTEZ
 
Pa vez e nanarzhig gant ur bugelig e lavarer e kostez Perroz emañ e damm-a-galon gantañ. E vamm a zo tamm-a-galon dezhañ ivez. Pep hini ac’hanomp, ha ni erru en oad gour, a vir un tamm eus e galon ivez evit un dra bennak pe un den all. Pa garer un dra pe unan bennak e komzer bepred eus ar galon evel-henn pe evel-honn. An dra-mañ a zo gwir-mat pa gomzer eus ur yezh. Abalamour da betra ? Dre ma vez roet ur yezh d’ur bugel abred-tre en e vuhez. Pa vez selloù ur bugel war e dud, e vammig dreist-holl, e wel muzelloù o fiñval, e klev sonioù o tont eus o genoioù, gerioù a vo intentet gantañ mui-ouzh-mui hag a dapo kaout tammoù-ha-tammoù talvoudegezh en e vuhez. Geriennoù evel boued, debriñ, mamm, tad, c’hoari… o devo buan ur ster. Heuilhañ a ra ar muzelloù-se gant e holl evezh. A-nebeudoù neuze e teu a-benn da zamintent ar sonioù a glev, ha war-lerc’h, da glask restañ anezhe. Goude-se c’hoazh e kompreno e rank stagañ sonioù asambles a-benn reiñ poell da vat d’ar pezh a vez lavaret gantañ. A-benn neuze e vo kazi prest da gomz. Evitañ, e lusk komzoù e dud e zevezhioù, e vuhez penn-da-benn. Tridal a ra ar poupig pa glev mouezhioù o tostaat outañ, muioc’h c’hoazh pa vez hini e vammig an hini a vez. Un darempred a garantez en devo gant ar yezh kentañ-se bet desket gantañ «war varlenn e vamm». Ar yezh-se eo, dre ma binvika a-hed d’ar bugaleaj, a reer anezhi ar yezh-vamm. Honnezh a chomo a-hed e vuhez engravet don en e empenn. Kement ger, bomm-lavar klevet er gêr a zo ul liamm gant e dud, e rumm, e vignoned, tud e gêriadenn pe e garter, e vro. Hep goût dezhañ, e viro e yezh-vamm aet da yezh-kalon un dalvoudegezh disheñvel ha dibar diouzh hini all ebet a zesko goude se, zoken unan un dalvoudegezh ekonomikel pe bolitikel dezhi.
Abaoe pell ‘zo e kelenner yezhoù a bep seurt er skolioù. Pet ha pet all ac’hanomp n’int ket chomet bout p’o deus ranket deskiñ saozneg, alamaneg, pe gastilhaneg ? Pet den en deus heuliet un dekvloaziad bennak a saozneg ha nend eo ket evit distagañ frazenn zereat ebet, na da c’houlenn bier en ur pub en Iwerzhon, pe vara en un ostaleri pakistanat e Kembre ? Daoust ha n’eo ket bet kelennet ar yezhoù-se en un doare yen, divlas ha goular dezhañ ? Marteze ez eus bet ankouaet ober un dra, soubañ an deskard er yezh emañ o teskiñ, diskouez penaos kaout plijadur gant ar yezh-se, bevañ anezhi, lonkañ anezhi ? Pelec’h e oa lec’h ar galon er gelennadurezh a zo bet roet dezhañ ?
E Breizh ez eus meur a yezh kichen-ha-kichen : ar brezhoneg, ar gallaoueg hag ar galleg. Pep hini anezhe a zo da hini pe hini yezh-kalon ivez. Dre-se ez eo arabat enebiñ an eil yezh ouzh eben gwech ebet war-bouez gloazañ. Pep yezh he deus he flas er bed-mañ. Evel-just e ranker gwellaat hini ar brezhoneg en hon bro, ken dismegañset ma ‘z eo bet en amzer dremenet ha ma ‘z eo c’hoazh siwazh. N’in ket pelloc’h war an dachenn-mañ daoust ma talvezfe ar boan mont donoc’h ha dielfenniñ ar gudenn-se a-benn skrivañ ur pennad nemet war se ken. Ret e oa din evelkent menegiñ se rak trubuilhet e vez kalzik a dud ganti.
 
Distroomp d’ar brezhoneg. Abalamour ma oa yezh-kalon ez eo bet ur gwir dorfed didroadañ anezhañ en hon familhoù e Breizh. Diskleriet e oa bet ar brezel a-enep dezhañ ha lavaret e oa bet d’an dud e oa didalvoud o yezh-vamm, ha zoken, e oa bet kredet embann e oa-hi fall-daonet evit amzer-da-zont skoliadur ar vugale. Nag a gozh-kaozioù ! Aet e vezer betek ober goap ouzh ar ar vrezhonegerien vihan er skol. Pinijennet int bet, staget simbolennoù ouzh o gouzougoù ! N’eus ket da vezañ souezhet ez eus bet kement a freuz hag a reuz da heul se e kevredigezh hon bro. Ha n’eo ket se unan eus an digarezioù hag a zo e stumm pe stumm penn-kaoz da feur ken uhel an emlazh, da gementad mantrus ar c’hleñvedoù spered a bep seurt, da niver bras an dud besteot pe gak pe da galz eus ar mezvierezh a vez kavet er vro-mañ ? Ha n’eo ket liammoù ar garantez, gwiadoù ar galon, eo a zo bet torret war zigarez unvaniñ ur republik bennak dre-gaer pe dre-heg ? Ha n’eo ket bet diskaret lorc’h don an den, an hini hag a zo livenn-gein pep hini da vezañ kreñv goude er vuhez hag a lak an den da chom en e blom ?
«Brezhoneg e c’hwec’h miz», kelfilm Ronan an Hirienn, en deus fromet meur a zen. Amañ e tiskouezer buhez pevar den dishañval o teskiñ ar yezh a-hed ur pleustrad c’hwec’h miz, ha peder zro-spered ken dishañval all. Pegen fromus ar boan, ─ ha hi liammet gant ar galon, kuita !, ─ o deus lakaet d’hen ober. Ret eo din anzav deoc’h ec’h eo bet darbet din garmat meur a wech gant an nerzh-kalon o deus diskouezet kaout en o oberenn. Ret eo eo din anzav ivez, em eus bet mezh gant kaozioù tud kozh ‘zo en-dro dezhe, komzoù gloazus, flemmadennoù digalonekaus. Abalamour da betra ober poan d’ar re a gar hon yezh hag a lak kement a nerzh da vestroniañ anezhi ? Evuruzamant, ne oa ket an holl gozhidi evel-se er film. Darn evelkent a gomze ouzh an deskarded war o fouez kement ha bezañ intentet mat gante, ar pezh a oa kaer da welet.
Ar brezhoneg a zo, neuze, pe ur yezh-vamm evit ar re en hon zouez hag o deus ar muiañ a chañs, pe ur yezh-kalon evit ar re o deus kemeret ar boan da zeskiñ anezhi, pe c’hoazh hag adarre, ur yezh hag a zo doujet gant ar bras eus tud Breizh. Na pet gwech n’em eus ket klevet tud o ‘n em zigareziñ dre ma ne ouvezont ket komz anezhi. Koulskoude n’eo ket int a rankje kaout mezh. N’eo ket int a zo kaoz da fazioù an amzer dremenet. Bremañ, koulskoude, a-drugarez da labour ar skolioù noz ha d’ar pleustradoù (stajoù), e c’heller deskiñ brezhoneg en bras. Dre ar skolioù hag ar media emañ ar brezhoneg o tont tammig-ha-tammig en-dro war dachenn an ekonomiezh. Un dra gaer eo. Chom a ra yezh-kalon, hag evit darn e teu da vezañ ivez yezh-bevañ, yezh-ekonomiezh pa gavont labour dre ar brezhoneg.
Ar brezhoneg en hon bro a zo yezh-kalon peogwir ez eo liammet gant eñvor ur gevredigezhiad tud. Evit darn hag o deus desket ar yezh war an diwezhadoù e c’hell bezañ a-wechoù yezh un den karet gante : un tad, ur vamm pe un tad-kozh, ur vamm-gozh, un amezeg pe ur «c’helenner» bennak. Adarre ec’h adkaver liamm ar galon. Se zo kaoz e klever ken alies, «Du-mañ e vez lâret an dra-mañ pe an dra-hont.» Ken ez eo bet ijinet ar ger «badum» gant tud ‘zo evit komz eus ar brezhonegoù lec’hel hag enebiñ anezhe ouzh ar yezh skrivet. Hep mont war an hent-dall-se, ez eus aze ur gwir gudenn er brezhonegva hag a rankfomp ober ganti m’hon eus c’hoant da saveteiñ ar yezh ha mirout dezhi he ferzhioù mat, ha na vefe ken nemet ar pouez-mouezh. An holl, pep hini en e stumm ─ gantañ pe ganti emañ ar gwir vrezhoneg koulz ha gant an dud all ─, eo a binvika ar «bankad» gerioù ha troioù-lavar ac’h adkaver er geriadurioù goude se. An dra-se a zo da vezañ dalc’het soñj anezhañ pa gaser ar yezh war-du an amzer-da-zont. Miromp ur seurt gwevnder a vo sur-mat ur gwir binvidigezh d’ar yezh diwezhatoc’h.
Kemeromp da skouer ar ger galleg «limace». Daou c’her a zo e Breizh. Ur c’hard, e Bro Gwened dreist-holl, a ra gant ar ger maligorn o tont war-eeun diwar ar galleg pe ar gallaoueg, hag an tri-chard all gant ar ger melc’hwedenn, brezhoneg penn-da-benn. Kit da lavarout da Wenediz ez int sot oc’h ober gant maligorn, pe da Gerneviz, Leoniz, Tregeriz ha Gouelaouiz ne dlejent ket ober gant melc’hwedenn. Na rediomp ket an holl d’ober gant an eil pe gant egile. Laoskomp frankiz gant pep hini d’ober gant ar ger en deus c’hoant d’ober gantañ. Da baotred ar yezh unvan da zoujañ ouzh se pa savont o rolloù gerioù.
Petra a ra se e vefe daou c’her evit «limace» ? Ur gwander ? N’eo ket. Ur dra gaer eo e gwirionez pa en em soñjer ervat. Perak ne vije ket implijet hini pe hini eus ar gerioù-se hervez ar vro ma vezer enni ? Ha drouk a rafe se d’ar yezh ? Ne rafe ket. Arabat en em lakaat klañv gant an unvaniñ koustet-a-gousto. Unvaniñ ar gerioù diwar re a vefe evidon-me paouraat ha terriñ al liamm a galon en deus pep den gant e yezh. Er c’hontrol-bev, unvaniñ ar skritur a zo eviton-me pinvidikaat ar yezh rak sikour a ra an holl vrezhonegerien da gaout darempredoù etreze. Daoust ha n’eo ket d’an dud o-unan dre an implij a refont eus ar brezhoneg da zibab petore ger implijañ ?
Ar c’hoant da gomz brezhoneg hag ar galon hon stag outañ, kwita, eo a roio un amzer-da-zont d’hon yezh.

Gireg Konan

 

 


Blog Al Levrig, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur. Blog Al Levrig, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>


Sellit deiziataer gouelioù sevenadurel breizh bro Treger-Goueloù war ur bloavezh en a-raok d’an nebeutañ. An deiziataer-mañ a zo savet e-barzh Google, gellout a ra neuze bezañ adimplijet gant an holl e-barzh an deiziataeroù personel pe war lec’hiennoù internet ho savadurioù.>>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Fédération Al Levrig
Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
allevrig@wanadoo.fr



Klaskit war allevrig.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]