Elfennoù diazez eus personelezh Breizh eo ar brezhoneg hag ar sevenadur. Asantiñ d’o gwelet o vont da get pe war zisteraat a dalvezfe kement ha hon dinac’hañ ni-hon-unan evel Bretoned. Piv a gredo c’hoazh lavaret ez eus un dra dreistezhomm eus pinvidigezh ha dibarded sevenadurel Breizh, pa c’hellont kinnig ur bersonelezh a ra diouer ken alies ha sikour dre-se da lakaat an dud da genvevañ diouzh ar gwellañ ? Taolomp mat evezh ! Ober anv eus dazont ur yezh war dreuzoù ar XXIañ kantved, hep reiñ dezhi ur plas a zoare war ar media, a zo koulz ha kondaoniñ anezhi war dermen.
Ar birvilh a-vremañ, ar strivoù da adperc’hennañ ha talvoudekaat hor yezh hag hor sevenadur na daolint frouezh nemet gant ma vo lec’hioù gouest da reiñ startijenn dezho. Unan anezho eo ar skingomz. Ne c’heller ket tremen heptañ. Kalz a vroioù bihan en Europa, evel Katalonia, Kembre pe Bro-Friz zo deuet a-benn da sevel evito o-unan ur rouedad radioioù en o yezh diouzh an ezhomm a oa.
Chomlec'hioù
Radio Kreiz Breizh - 106.5 Mhz
Ar Bourk
22160 Sant-Nigoudenn
Plgz : 02.96.45.75.75
Plr : 02.96.45.78.49
Arvorig FM - 91.7 Mhz
Association Ar Skinoù
Ar Bourk
29450 Komanna
Plgz : 02.98.78.02.14
Plr : 02.98.78.02.14
http://www.arvorigfm.com
Radio Kerne
23, rue Laennec
29710 Plonéis
Plgz : 02.98.91.05.00
Plr : 02.98.91.05.00
http://www.radiokerne.com
Radio Bro Gwened
BP 186
56305 Pontivy cedex
Plgz : 02.97.25.14.00
Plr : 02.97.27.85.22
France Bleu Breizh Izel - 93 Mhz
12 Rue de Falkirh
29000 Kemper
02 98 53 65 65
02.98.53.57.54
http://www.radiofrance.fr/sites/bleu-breizizel/
France Bleu Armorique - 103.1 Mhz
14 avenue Janvier
35000 Roazhon
02.99.67.43.00
http://www.radiofrance.fr/sites/bleu-armorique/
Alternantes FM
19, rue Nancy
44300 Naoned cedex
02.40.93.26.62
http://alternantesfm.net/accueil.htm
Liammoù Internet
Ar radioioù war Internet
Deuit da selaou ar radioioù e brezhoneg war eeun war Internet 24h/24 : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro-Gwened, Arvorig FM
http://radio.stalig.com
Abadennoù e Brezhoneg
Dre al lec'hienn An Tour Tan, e c'hellit selaou abadennoù bet skignet gant ar radioioù (Radio Kerne, Arvorig FM, Radio Rivages et Radio Kreiz Breizh).
http://radio.antourtan.org |